Armor, bro ar mor hag Argoat, bro ar c'hoajou, Kemper a zo e pehini euz a broiou ze ? En eun tu, ar gêr a zo troed varzu glaster an Argoat, koulgoude a laboused gwenn en oabl hag a lano en Odet beteg kreiz ar gêr, a ziskouez eman tost an Armor.
E Kemper, ker-benn Kerne, hag penn-ker departamant PEN-AR-BED, zeus
60.000 a dud. Da vont da Gemper, e c'heller breman kemered an trên, pe ar
c'har-nij, pe ar vag rag ar gêr a neuz porz-mor er c'Hornigel, tri gilometr
izelloc'h.
Plasennou pavezed, strejou plijuz da veled etre tiez koz, sete aze
penaos e velit Kemper. Ar men benerez hag ar men-do, uzet gant an amzer, a ginig
d'ar visitour dispaka spered Bro Guerne.
Stêd Kere'on (gwechall strê ar pour), strêd ar lice, strêd Elie
Freron gwecha strêd Tenvall), strêd ar Salle, strêd ar gueodet, rue Sant
Frances, strêd an Dudjentiled... plasenn an Amman, plasenn Douar an Duked,
plasenn Laênnec, plasenn Sant Korintin..... e peb leac'h a zues tiez koz hag
maneriou koz, meur a hini kosoc'h evid 400 vloaz.
Kemper zo ive eun iliz-veur gotig ken kaêr, muze brezoneg an Departamant, ar blasenn sant Korintin kreizen ar gêr goz, ar blasenn Laênnec hag ar muze an arzou kaêr, hag 70 metr uhelloc'h eman ar menez menez Frugy. Kemper a zo ive eur gêr kulturel kena~n. Meur a c'houel a vep bep bloaz: gouelliou Kerne, sizunniou ar musik... Kemper a zo c'hoaz, ker ar sportou gand park C'hreach-gwen, tost d'ar mor e Kerogan.
Kemper, ker-benn bro Kerne, gwechall rouantelez a zo breman eskopti. Den na oar beteg pe leach eo Kerne.
Bro Kerne, bro keltieg, a zo paduz abolamour a c'Herneiz a zo d'ar vro-ze. Evel eo evid Breiz e bez.